Degemer mate " Ty ar Youn bihan "

Ganet on e 1950 e Norzh Bro C'Hall d'ur mare ma veze graet "koll-boued" deus ar re a oa o soñj mont da "arzour". Neuze on aet da gontour, siriusoc'h e oa. Dre ma 'z on emzesker eo deut ma chemet diwar ma c'hwitadennoù. Va oberioù n'int ket savet diwar pezh a welan met kentoc'h diwar ar pezh a santan pe a ijinan.

Pep livadur zo a empennan araok e livañ…An holl draoù livet ganin zo gwir daoust dezho bezañ mesket ha kemmet o lec'hiadur hag o framm. Magañ a ran karantez ouzh Breizh, he zakadoù, hec'h istor hag he sonerezh. Diouti e tennan va andon. He ferzhioù start, kreñv hag un tamm mitologek a verzer em livadurioù. Ul livadur a zo anezhañ nemetañ hep rak na perak. Diouti e teu ar santadur hag ar from pe get.
Yves Sauvage lesanvet Youn bihan
Teknikoù. Liv dre eoul - Liv dre akrilik - Liv dre zour - Liv dre daezh.
Diskouezadegoù.
E norzh Bro-C'hall, Valenciennes, Roubaix, Tourcoing, Villeneuve d'Ascq.
En Oise, Creil, Nogent sur Oise ha Saint Leu d'Esseurent.